制作
出演艺人
Madelyn Ann
表演者
作曲和作词
Gaëtan Fagot
作曲
Olivier Le Hir
作曲
Madeline Anne
作词
歌词
Poan he deus paourkaezh plac'h, o welet he mignon, o vont kuit pell ac'hann Chom a ra he-unan, gant he sac'h leun a doan, he hunvre zo marv Pegen yaouank eo, petra vo graet ganti ? Ne wellan ket penaos Chom amañ ma dousig, ar vuhez zo ken hirr, war da hent e chomin Chom a ran ganit ma labousig N'out ket da unan aman paourkezig Ro da zorn ha deomp dezhi kalonig Mont a rimp pell ac'hann assamblez N'eo ket aes hiziv an deizh, da vezañ ur plac'hig, en ur bed ken dister Ar baotred savet-fall, hag ar stourm pemdeziek, se zo lod ar merc'hed Red eo dit bezañ kreñv, evit chom en da sav, ha da vont betek penn Rez ket bill ma dousig, amañ e vin ganit, da ziskouezh an hent dit N'out ket da unan ma dousig Atao e vin amañ ganit Chom a ran ganit ma labousig N'out ket da unan aman paourkezig Ro da zorn ha deomp dezhi kalonig Mont a rimp pell ac'hann assamblez
Written by: Gaëtan Fagot, Madeline Anne, Olivier Le Hir

