Songtexte

Divent an dour n'hellan ket treuziñ Ha n'hellan ket nijal ivez Fardit ur vag a zougo hon daou Roeñviñ a rin ma c'harantez Bout zo ur vag a red war vor En e zonded an donañ Met donoc'h c'hoazh eo ma c'harantez N'ouian ma neuian pe ma veuzan Harpet e oan ouzh un dervennig 'Seblante din ur wezenn sur Hi a blegas hag em dorras Vel ma reas ma c'harantez Lakaet men dorn e-barzh ur vodenn Evit kutuilh ar flourañ bleuenn Brochet mem biz betek an askorn Dilezet 'm eus ar vleuenn griz Divent an dour n'hellan ket treuziñ Ha n'hellan ket nijal ivez Fardit ur vag a zougo hon daou Roeñviñ a rin ma c'harantez
Writer(s): Frederic Bourgeois, Jean Antoine Chocun, Jean Paul Corbineau, Christophe Peloil, Gerard Goron, Konan Mevel, Jean Luc Chevalier, Jean Louis Jossique Lyrics powered by www.musixmatch.com
instagramSharePathic_arrow_out