album cover
Eviti
album cover
Eviti è stato pubblicato il 16 maggio 2025 da ZRP come parte dell'album Un Noz A Vo
16 maggio 2025
EtichettaZRP
BPM55
Melodicità
Acousticità
Valence
Ballabilità
Energia

Video musicale

Video musicale

Testi

Disoñj ‘hanon, an nozvezh dic’hlann
ar feiz touellet, ar gerioù brevet.
Soñj n’eo ‘met karantez freget
‘vel par ha parez drant ‘leuniañ kalonoù kamm.
Chom em c’hichen
da ganañ war ma c’hlosenn
ha toullañ an oabl
gant da skleurenn.
N’omp ‘met evned gouez
n’hallont ket ober o neizh
ma c’hozh kamaradez kleiz.
Disoñj ‘hanon, hor flouradennou
war beg hon divlez, hon pokoù divezh.
Soñj n’eo ‘met ur stultenn verv,
korfoù o roullal, speredoù o tridal.
Disoñj ‘hanon, an tan ha tarzh an deiz
ar gleizhenn war ma c’hroc’hen an dreinenn war ar rozenn
Chom em c’hichen
da ganañ war ma c’hlosenn
ha toullañ an oabl
gant da skleurenn.
N’omp ‘met evned gouez
n’hallont ket ober o neizh
ma c’hozh kamaradez kleiz.
Ar blijadur zo ur si gantañ frond an dispi
Written by: Brieg Guerveno, Camille Goëllaen, Faustine Audebert, Nicolas Hild, Stephane Kerihuel
instagramSharePathic_arrow_out􀆄 copy􀐅􀋲

Loading...