Testi

Skoulmet mat eo hirie Chadenn ar goskored Kousket noz, kousket deiz, Kalon ar Vretoned Ma 'z eo du an deiz D'argadourien 'r vro dibal, Disoñjet-krenn eo ho anv. Ma 'z eo du an noz Dindan gwask pounner ar Gall, Piv a sammo bir ha kleze? Met un deiz e luc'ho Tan-gwall menez Kerne Met un deiz e c'hwezho Avel menez Are Ra vo dihunet Nerzh ha lorc'h an argadour E skeud pounner Ar gwenn-ha-du, Ra vo dismantret Korf ha gwad an enebour N'eus forzh penaos e vo ludu. Skeud an trec'h war o dremm Ho pugale 'yay d'ar brezel, Dorn kalet lagad lemm, Stagañ raint war-du an avel. Gant tan ar serr-noz E deun o daoulagad War ar c'huzh-heol Ez int fennoz, Gant youc'h ar re gozh, War leurenn an argad, Ar re yaouank 'varvo fennoz. Nevenoe Nevenoe Nevenoe
Writer(s): Glenmor Lyrics powered by www.musixmatch.com
instagramSharePathic_arrow_out