album cover
Me Ivez
album cover
Me Ivez은(는) {albumName} 앨범에 수록된 곡으로 2021년 5월 11일일에 Seniprod에서 발매되었습니다.Immram
앨범Immram
2021년 5월 11일
라벨Seniprod
BPM74
멜로디에 강한 음악
어쿠스틱 악기 중심
발랑스
춤추기 좋은 음악
에너지

가사

Me 'zo bet ur plac'h yaouank
Eus ar gêr a Gemper
Me 'zo bet ur plac'h yaouank
Eus ar gêr a Gemper
'Oa ret ober he studioù
'N em heñchañ war ur vicher
Bevet 'meus er kêr Roazhon
Gant dizurzhioù kêriz
Bevet 'meus er kêr Roazhon
Gant dizurzhioù kêriz
Ha kaer 'meus bet ober vann
Da vonet da heul ar c'hiz
Piv on ?
En deiz a gan
Piv out ?
En noz a lonk
Em gwriziennoù don mouget ar frankiz
Piv on ?
En deiz a gan
Piv out ?
En noz a lonk
Em gwriziennoù don mouget ar frankiz
Aet e oan gant stêr ar red
War riboulioù ar bed
Aet e oan gant stêr ar red
War riboulioù ar bed
Ha setu ur paotr yaouank
"Karantez", 'soñje din-me
Karet 'oan ha diskaret
War gwele an touell
Karet 'oan ha diskaret
War gwele an touell
Ha diboell ar baotred dall
'Noa dibennet ma c'heal
Piv on ?
En deiz a gan
Piv out ?
En noz a lonk
Em gwriziennoù don mouget ar frankiz
Piv on ?
En deiz a gan
Piv out ?
En noz a lonk
Em gwriziennoù don mouget ar frankiz
Harzoù hedro gourlakaet
Hep asant ar merc'hed
Harzoù hedro gourlakaet
Hep asant ar merc'hed
Met morse nemet kerse
Na chom gant ar reuzied
Savet 'meus ma flanedenn
War avel ar frankiz
Savet 'meus ma flanedenn
War avel ar frankiz
Mil dañjer am eus kavet
War hent-dall ar yaouankiz
Freedom
En deiz a gan
Freedom
En noz a lonk
Em froudennoù foll 'yudan ma anv
Freedom
En deiz a gan
Freedom
En noz a lonk
Em froudennoù foll 'yudan ma anv
Freedom
En deiz a gan
Freedom
En noz a lonk
Em froudennoù foll 'yudan ma anv
Freedom
En deiz a gan
Freedom
En noz a lonk
Em froudennoù foll 'yudan ma anv
Written by: Gwennyn Louarn, Patrice Marzin
instagramSharePathic_arrow_out􀆄 copy􀐅􀋲

Loading...