Songteksten

Me 'zo ganet e-kreiz ar mor Teir lev er-maez Un tiig gwenn duhont am-eus Ar balan 'gresk e-tal an nor Hag al lann 'holo an anvez Me 'zo ganet e-kreiz ar mor E Bro Arvo Ma zad a oa 'vel e dadoù Ur martolod Bevet e-neus kuzh ha diglod Ar paour, ne gan den e glodoù Bemdez, bemnoz, war ar mor blot Ma zad a oa 'vel e dadoù Stlejour rouedoù Ma mamm ivez a labouras Ha gwenn he blev Ganti ar c'hwez war hon taloù Desket am-eus bihanig-tra Medi ha tenna avaloù Ma mamm, ivez a labouras D'hounit bara
Writer(s): Marc Gauvin, James Thomas Barr Lyrics powered by www.musixmatch.com
instagramSharePathic_arrow_out