Featured In

Credits

PERFORMING ARTISTS
Krismenn
Krismenn
Performer
COMPOSITION & LYRICS
Krismenn
Krismenn
Songwriter
Nicolas Pougnand
Nicolas Pougnand
Composer

Lyrics

E-Barzh ar vro-mañ N'eus ket nemet ar gouloù a c'hell chom hep louediñ Met maleüruzamant ne (deu)ta ket beket amañ Adalek bremañ e chomimp staget ha tapet omp da c'hortoz ar gozhni Uzet hom daoulagad oc'h en om gustumiñ deus an deñvalijenn E klaskomp harzoù hom skeudenn Chaokat a reomp soñj ur flouradenn merglet gant an amzer o tremen Rechetiñ a reomp hom chadenn en ur zisoñjal kement liv a zo er-maez Met faota ket deomp en om chalañ, goût a ouiemp ne vefe ket bet aes Blaz gris ar sec'hed Kig kriz ar mein glas Daoulagad marvennet O vale paz-ouzh-paz Bouilhenn e-barzh ar bouzelloù Dour (g)yeun e-barzh hom c'hreuz C'hwesha a ra an anken Hep ober kalz a reuz Mizer da vale Kourailhoù drailhet Ha malet Devezhioù ludu Nozvezhioù gweet Me a garfe bezañ penn-dall Lazhañ a rin ar pezh a chom deus an oabl Da vouchañ gwennder he c'hein sal
Writer(s): Christophe Le Menn, Nicolas Pougnand Lyrics powered by www.musixmatch.com
instagramSharePathic_arrow_out