album cover
Lellig
album cover
Lellig was released on October 8, 2021 by Coop Breizh as a part of the album Lellig
AlbumLellig
October 8, 2021
LabelCoop Breizh
BPM
Melodicness
Acousticness
Valence
Danceability
Energy

Lyrics

Lellig, Lellig
E milin an amzer 'peus malet
Pilhoù ho yaouankiz
Me 'oar perak eo Lellig
Toullet ken tost d'an dour
Re verzet gant he Mammig
Enep ur Bed treitour
Arabat deoc'h, va Lellig
C'hoari re dost d'an dour
Rak ar rinier, bihanig
A zo don ha treitour
Arabat eo deoc'h Lellig
Tommañ re beg ho lour
Rak an tan va bugelig
A zo meurbet treitour
Pa 'z ae gant he flouzennig
Da sunañ ar sistr flour
Arabat re! ...va Lellig
Ar sistr dous ' zo treitour
Arabat eo deoc'h Lellig
Krediñ ar melezour
Ar melezour, va c'hoantig
Zo gaouiad ha treitour
Arabat 'vo deoc'h Lellig
Selaou re komzoù flour
Rak ar baotred, va flac'hig
Zo hedro ha treitour
Arabat eo deoc'h Lellig
Selaou morse lidour
Al lidourien va merc'hig
A zo holl tud treitour
Re disfiz eo deut Lellig
'keñver ur Bed treitour
Chomet eo hec'h-unanig
Hep pried na karour
Un deiz e varvo Lellig
Hep keuz na takenn dour
Met er Bed all ar paourig
A gavo ur C'harour
Written by: Anjela Duval, Annie Ebrel, Ronan Pellen
instagramSharePathic_arrow_out􀆄 copy􀐅􀋲

Loading...