Music Video

Music Video

Credits

PERFORMING ARTISTS
Startijenn
Startijenn
Performer
COMPOSITION & LYRICS
Tangi Le Gall-Carre
Tangi Le Gall-Carre
Songwriter
Lionel Le Page
Lionel Le Page
Songwriter
Tangi Oillo
Tangi Oillo
Songwriter
Youenn Roue
Youenn Roue
Songwriter
Julien Stevenin
Julien Stevenin
Songwriter

Lyrics

Skilfoù an noz
Funk an ton, ma gwerzenn zo don evel ur gwerz
Unaniñ ar chadenn gant ur boblañs a-serzh
Krenañ al leur gant ur plin uhel war skeulenn Richter
Pobl a zañs zo kreñv evel ur panzer
Un dañser zo priziusoc’h ‘vit kant mil stream
Ur skoed a-dal d'ar c’haoc’h a strev an ardivink
Selaou ‘ta Jacques hag e c’hwec’h kordenn strink
Nerzh an hengoun a vir ur strakell diouzh an tuning
Paket e vi etre skilfoù an noz 'vel gant Freddy gant A.R.Y
Kavout a ri an nor digor pa po ezhomm goudor pa gari
Kompren a ri aze hon tro-spered
Gant ar fest-noz omp bet savet ha n’eo ket gant ar stered
Eus ar c’havell d’an arched, heñchet
Gant ur c’hast a levezon sanket ennomp evel ur c’hleze don
Gwriziennoù don a ro d’an den ur spered sonn
Hor yezh a red en hor gwazhiennoù evel ma red an albumin
Oc’h enebiñ ouzh korfoù-eskern ganto filc’hier troet war an tu-gin
Ni zo danvez-tarzh ha ket hini Plevin
Ni zo ‘tal sal ar fest ha prest d’he deviñ
Ivin ma biz kreiz a gresk da vout ur skilfenn
Ni ‘vo ar re o bounto ‘tal dor an Ifern
Written by: Julien Stevenin, Lionel Le Page, Tangi Le Gall-Carre, Tangi Oillo, Youenn Roue
instagramSharePathic_arrow_out

Loading...