Lyrics

Ha miret t'eus ganit hon hunvreoù strewet An tan en oabl hon eus livet Ha dalc'het t'eus ennout ar gerioù eskemmet An eñvorennoù dilaosket Ar roudou brevet war hon lec'h zo bet teuzet Red an amzer zo bet devet Aet eo war-du an dremmwel hor sonjoù kollet An eonenn zo bet beuzet 'Vel pa vefemp o c'hedal hon nozioù glan 'Vel pa vefemp o talañ skleurenn an deiz 'Vel pa vefemp oc'h heuliañ lufr ar stered 'Vel pa vefemp o vont 'darre gant an hent Ha dalc'het t'eus ennout ar skridoù frailhet Ar pazioù en traezh diverket Ha chomet eo bev ennout ma c'harantez merglet Ar flouradennoù disoñjet 'Vel pa vefemp o c'hedal hon nozioù glan 'Vel pa vefemp o talañ skleurenn an deiz 'Vel pa vefemp oc'h heuliañ lufr ar stered 'Vel pa vefemp o vont 'darre gant an hent 'Chom 'met ar sioulder da ren ac'hanomp 'Chom 'met an amzer da varnañ ac'hanomp
Writer(s): Joachim Blanchet, Brieg Brendan Guerveno, Bacha Bahia El Lyrics powered by www.musixmatch.com
instagramSharePathic_arrow_out