album cover
Planedenn
album cover
Planedenn was released on January 1, 1974 by [PIAS] Recordings Catalogue as a part of the album E Langonned
January 1, 1974
LanguageEnglish
BPM
Melodicness
Acousticness
Valence
Danceability
Energy

Lyrics

Pa rankas dilezel ar ger
Ha mont d'ar brezel da bellvro
Ar c'hleier galv a vralle taer
Ne zeuas ket he gwaz en dro
Pa'c'h eo aet kuit da seitek vloaz
E pa koant 'vel ur rozenn wenn
Lizher avat n'eus bet biskoazh
He merc'h zo kollet da viken
Pa laoskas he mab a barkoù
Da vont da vervel an tad
An drez 'greskas an e brajoù
Gant ar balan hag al linad
Bugale all aet da Bariz
Bevan aman ne oa ket aes
(Bugale all aet da Bariz)
Skeud an Ankoù zo war ar maez
He zi gwechall leun a vuhez
A zo digor d'an avel foll
Ha piv gredo tamall neuze
M'he deus qwinardant war an daol?
Arc'hoazh 'vo kaset d'an ospis
Hec'h-unan gant he c'halon yen
He bugale aet da Bariz
Pe da lec'h all n'ouzon ket ken
Kredit achanon, kompagnunez
Evit dastum o fezhioù aour
Un toulladmat an aotronez
A oar ober teil gant ar paour
Written by: Jean Pierre Piriou
instagramSharePathic_arrow_out􀆄 copy􀐅􀋲

Loading...