Lyrics

Lellig, Lellig E milin an amzer 'peus malet Pilhoù ho yaouankiz Me 'oar perak eo Lellig Toullet ken tost d'an dour Re verzet gant he Mammig Enep ur Bed treitour Arabat deoc'h, va Lellig C'hoari re dost d'an dour Rak ar rinier, bihanig A zo don ha treitour Arabat eo deoc'h Lellig Tommañ re beg ho lour Rak an tan va bugelig A zo meurbet treitour Pa 'z ae gant he flouzennig Da sunañ ar sistr flour Arabat re! ...va Lellig Ar sistr dous ' zo treitour Arabat eo deoc'h Lellig Krediñ ar melezour Ar melezour, va c'hoantig Zo gaouiad ha treitour Arabat 'vo deoc'h Lellig Selaou re komzoù flour Rak ar baotred, va flac'hig Zo hedro ha treitour Arabat eo deoc'h Lellig Selaou morse lidour Al lidourien va merc'hig A zo holl tud treitour Re disfiz eo deut Lellig 'Keñver ur Bed treitour Chomet eo hec'h-unanig Hep pried na karour Un deiz e varvo Lellig Hep keuz na takenn dour Met er Bed all ar paourig A gavo ur C'harour
Writer(s): Annie Ebrel, Ronan Pellen Lyrics powered by www.musixmatch.com
instagramSharePathic_arrow_out