Lyrics

E korn va c'halon zo ur gleizenn 'Baoe va yaouankiz he dougan Rak siwazh, an hini a garen Na gare ket 'r pezh a garan Eñ na gare nemet ar c'hêrioù Ar morioù bras, ar Broioù pell Ha me ne garan 'met ar maezioù Maezioù ken kaer va Breizh-Izel! Ret 'voe dibab 'tre div garantez Karantez-vro, karantez den D'am bro am eus gouestlet va buhez Ha lez't da vont 'n hini 'garen Biskoazh abaoe n'am eus en gwelet Biskoazh klevet keloù outañ Ur gleizhenn em c'halon zo chomet Pa 'gare ket 'r pezh a garan. Pep den a dle heuilh e Donkadur Honnezh eo lezenn ar Bed-mañ Gwasket 'voe va c'halon a-dra-sur Pa 'gare ket 'r pezh a garan Dezhañ pinvidigezh, enorioù Din-me paourentez ha dispriz Met 'drokfen ket evit teñzorioù Va Bro, va Yezh ha va Frankiz!
Writer(s): Marie Duval, Veronique Autret Lyrics powered by www.musixmatch.com
instagramSharePathic_arrow_out